Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Trot (I 1). [1924] Mont d'an tus pe d'an daoulamm. II. Dre skeud., trl. (db. an dud) 1. Mont d'an tus : tec'hel. 2. Kas ub. d'an tus : e gas diwar-dro, e lakaat da dec'hel kuit. 3. (impl. da anv unan) Reiñ e dus da ub. : skeiñ ur c'hementad bras a daolioù gantañ. & Dre ast. Setu aze an eil tus roet dezhañ : an eil gwech eo dezhañ bezañ nac'het.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Un taolig seul a lakae tizh ennañ oc’h ober dezhañ mont d’an tus pe d’an daoulamm ; ur ger, ur sachañ d’e voue gant an dorn e lakae da vont goustad pe da venel a-sav.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

"tus" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.144 « Geriadurig », "trot" (Treger ; kembraeg "tuth" ; "tuthio" "trotter").

Klevout a ra trouz ul loen-kezeg o tont d'an tus war an hent bras.

1960
Daveenn : PETO p55

Marc'heg, perak ren ur seurt hu / War ho marc'h skañv, herrus e dus, / Ken trouzus tost ha froud ur skluz, / Ha din petra ' ziouganit-hu ?

1960
Daveenn : PETO p56

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial