Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. KOZH, LENN. [1659, 1874, 2012] Evit gwir, e gwirionez. [2012] Ho kouzaviñ a ran leal, diskred hon eus warnoc'h. 2. [1622, 1874] War-eeun. Ar c'homzoù-se a yeas leal en e galon. [1874] Leal, aet eo d'al leur nevez. II. 1. En un doare leal (I 2). E zifennet am eus leal. 2. Adv. ha tr. adv. LEAL, EL LEAL : sur, e gwir. Ar re-mañ int, el leal. El leal, ma c'homer, me a zimezfe a-walc'h. Da vignon, leal, n'emañ ket aze. • « Ya, leal ! », « Ya, el leal ! ». : ya, laouen !

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon.

1622
Daveenn : Do. p62

2. Pa welas-hi ar basion / Hag ar martir he mab gwirion, / Ez eas leal en he c'halon, / Bete hec'h ene, kleze don.

1622
Daveenn : Do. p59

ya, leal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dea (ouy dea)

ya leal

1732
Daveenn : GReg pg (ouï) da

leal ya

1732
Daveenn : GReg pg (ouï) da

nanpas e leal

1732
Daveenn : GReg pg (nenny) da (non pas da)

e leal nann pas

1732
Daveenn : GReg pg (nenny) da (non pas da)

kalz kemm, kalz a gemm a zo entreze, e leal

1732
Daveenn : GReg pg (il y a bien de la) différence (entr'eux)

Gwelloc'h eo bezañ paour ha bevañ leal war zouar, / Evit gwerzhañ nav real ar pezh ne dalv pevar.

1867
Daveenn : MGK p87

Ned eo ket e tiez ar re all / E vever aes, e varver leal.

1867
Daveenn : MGK p125

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

Ha gant he gwallgalonad, re dezhi, c’hwerv ha brouezet, e stagas : « Ar gwerc’hezed a oa gouestlet dit, az servije leal, karantezus, hag a [z]leje bezañ ker d’az kalon, ha n’helles-te ket o difenn ? [...]".

1923
Daveenn : SKET p.111-112

e leal ya !

1931
Daveenn : VALL pg (eh) bien (oui)

Anzavit ouzhin, ez leal, / Hag eo he bugale aeled ?

1960
Daveenn : PETO p58

"Ho kouzaviñ a ran leal, diskred hon eus warnoc'h, rankout a ra ho klevout, hag e rin", a ouzhpennas

2012
Daveenn : DJHMH p.72

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial