Va den, c’hwi hoc’h eus kaset meur a hini da Varadoz an Aotrou Doue ; c’hwi ivez 'ta a oar penaos e ranker en em lakaat evit mervel evel ma’z eo ret ; c’hwi hoc’h eus un aer vat, evidoc’h da gaout ur vicher zivalav ; ha bezañ ho pefe ar vadelezh da ziskouez din petra da ober, penaos en em lakaat evit kaout taol ar marv ? — O ! Ya-da. N'eo ket diaes ho kenteliañ.