Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. un dourenn pe an aer) [1850, 1927] Sklaer, treuzwelus. Ur ganol, boull-kenañ an dour enni. An oabl boull. Aer boull ha tomm. Boull evel ar gwer. HS. rouez. ES. Bouc'h. II. 1. (db. ur benveg da silañ, da zirouestlañ) Rouez, frank a lez kalz a draoù da dremen. Ur sil, ur c'hrouer boull. Ur grib ken boull ma n'eo ket evit diluziañ ar blev. ES. stank, tanav. 2. (db. ar gwiadoù) Rouez. Stammet laosk. Danvez boull. HS. rouez, fraost, laosk. 3. [1927] Rouez, distank. Boull eo en hor bro ar re n'o deus ket gwelet ar mor.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

An aer, an dour, ar gwer a zo boull.

1850
Daveenn : GON.II pg boull (L'air, l'eau, le verre sont transparents).

boull

1850
Daveenn : GON.II pg boulder, boull (Transparent. Diaphane. Au travers de quoi l'on voit les objets. Clair), skléar

E-pad an hañv, dilezet an drag hag ar sein, ar Gwennili ac’h ae pell er-maez en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegoù, pe war bazennoù Treoger da lakaat e gevell, da stignañ e gerden higennoù hag e rouedoù boull evit pesketa silioù, raeed ha retoned, morc’histi, travanked, l[i]gistri, [givri]-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.103-104

Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardaez, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godelloù, ac’h eas d’ar gêr, war o fouez, goustadik, demzerret o daoulagad, skuizh o fenn da vezañ douget e-pad keit amzer mennozhioù ken boull ha ken goullo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.138

rouedoù boull [...] rouedoù stank

1925
Daveenn : BILZ2 p.104, Notenn 1 ("rouejou boull") : "Filets aux mailles très larges, par opposition à "rouejou stank", filets aux mailles plus serrées".

boull

1927
Daveenn : GERI.Ern pg boull

Glas-teñval ha boull, ha difiñv-meurbet e oa an noz, gant goulaouadeg virvidik ar stered.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ne lavarfen ket e voe an dro-mañ gant an oabl al liv a weler warnañ a-wechoù, ur gwisk ken boull, ken flour ha ken marzhus ma teuer da grediñ : « evel-se e tle bezañ ar c’huzh-heol er baradoz e dibenn ur gouel-berz ».

1955
Daveenn : VBRU p.20

Ha pell du-hont e tu ar Reter, e c'heller gwelout en aer voull ur pikern uhel, unan eus rummad menezioù Sierra Morena ar Spagn, moarvat.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ar re-se a ra o zaolioù dre guzh ha dre goach, en ur veskañ ar roudoù dibaouez, ha pa darzh an traoù e c'houlennont krenn ma vo sklaer ha boull an traoù.

2015
Daveenn : EHPEA p149

Ne lavarin ket e nij gant al levenez rak graet e vez ar c'hantreolaat gant un tamouez boull, diouzh un tu, ha, diouzh un tu all, peogwir ez eo ur ral dezhi kaout da ober gant al lez-varn en he labour, a laka da soñjal kentoc'h er skrivagner foran gwezhall a stalie e daolig e toull-dor an ti-kêr.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg