Dezverkoù all

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Graet ur skoulm d'ub. [1923] War-dav e sav ar maouezed ha, skoulmet ganto o blev melen, e krogont en o armoù. [1954] Divañch e veze ar justin du hag e giz-se e weled mañchoù ledan an hiviz dantelezet gant ul lietenn seiz skoulmet ouzh an ilin hag un all ouzh an arzorn, ha bez’ veze ivez un torkad seizennoù moan a bep seurt liv, gwriet war bep skoaz. 2. [1931] Morzet. 3. Dre ast. [1944, 1954] (db. an darempredoù). Komañset. [1954] Setu ar gaoz skoulmet etrezo e-giz-se ha sebezet-meurbet e vanas va Farizian pa zeuas da c’houzout edo o tivizout gant ur vaouez deut war-eeun eus Moskov, ur « Rusianez » hervez ma krede dezhañ, ha gwelet hoc’h eus biskoazh !... 4. (db. an dud). Neuziet. [1944] Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

War-dav e sav ar maouezed ha, skoulmet ganto o blev melen, e krogont en o armoù.

1923
Daveenn : SKET p.140

skoulmet

1931
Daveenn : VALL pg ankylosé

Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

1944
Daveenn : ATST p.26

Rak, mar domp ["mard omp"] ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank.

1944
Daveenn : ATST p.38

Divañch e veze ar justin du hag e giz-se e weled mañchoù ledan an hiviz dantelezet gant ul lietenn seiz skoulmet ouzh an ilin hag un all ouzh an arzorn, ha bez’ veze ivez un torkad seizennoù moan a bep seurt liv, gwriet war bep skoaz.

1954
Daveenn : VAZA p.169-170

Setu ar gaoz skoulmet etrezo e-giz-se ha sebezet-meurbet e vanas va Farizian pa zeuas da c’houzout edo o tivizout gant ur vaouez deut war-eeun eus Moskov, ur « Rusianez » hervez ma krede dezhañ, ha gwelet hoc’h eus biskoazh !...

1954
Daveenn : VAZA p.178

Ofis publik ar brezhoneg