1. Bourc'h vihan.
En hanternoz e kaver ur vourc'hadennig vihan kuzhet e-touesk ar gwez. Ur vourc'hadenn tost da Jeruzalem.
2. Ent strizh
Tolpad savadurioù stok an eil ouzh ar re all, a vent gant ur vourc'h pe ur gêriadenn, savet e-kreiz maezioù hep tiez.
Er vro-hont n'eus nemet bourc'hadennoù, n'eus ket kêrioù stlabezet evel dre amañ.
Gwelet a reer war ar maez, e kêr, kalz krennbaotred, tud yaouank, o kuitaat skolioù ar c'hêrioù, kerkoulz hag [sic] skolioù ar vourc'hadennoù [sic], pere goude bezañ chomet pevar, pemp pe c'hwec'h vloaz er skol, ne gomprenont peuz netra eus ar pezh a lennont e galleg.
Gwelet a rer var ar meaz, e ker, kalz krenn-baotred, tud iaouank, o kuitaat skoliou ar c'heriou, kerkouls hag skoliou ar vourc'hadennou, pere goude beza choumet pevar, pemp pe c'houeac vloaz er skôl, ne goumprenomt peuz netra euz ar pez a lennont e gallek.
1865
Daveenn :
MBF.to
p. V.
E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.
E ti-kêr eur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouz ar mogeriou, skritellou paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizerennou bras, talbennou a seurt d'ar re-mañ : DECRED EUS AN ASSEMBLE NASIONAL, LEZEN, AVIS, REGLAMANT, ORDRENANÇ.
1960
Daveenn :
PETO
p11
Ha bremaik, koulskoude ' tarzho, / Gant e baotred, ur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken fraezh ha 'kreiz un argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.
Ha bremaik, koulskoude ' tarzo, / Gant e baotred, eur ganiri / ' Glevor eus ar sakritiri, : Ken frêz ha 'kreiz eun argadenn / Tra ma treuzint ar vourc'hadenn.