Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(Ak. goude evit) I. 1. Termen a dalvez da c'heriañ an disterded a denn d'un abeg. N'eus ket tu da dreiñ doare d'ur gelaouenn evit kelo ul lenner bennak hepken. Ne vin ket skuishoc'h evit kelo kas an dud-mañ da Roazhon. 2. Termen a dalvez da c'heriañ ur varnadenn enep, ur varnadenn graet diwar fae a-zivout ub., udb. Evit kelo pezh a ra an den-se. Evit kelo ar pezh a dalvez kement-se ! Evit kelo zo anezhañ : ken dister eo. 3. Tr. estl. EVIT KELO-SE ! : troienn a ra ar c'homzer ganti evit geriañ e ziseblanted e-keñver tra pe dra, ar fae a ra war tra pe dra. II. (db. an dud) EVIT KELO UB., EVIT E GELO : evit ar pezh a sell outañ. Evit ma c'helo ne blegin ket. Evit kelo e dud.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

« Netra, aotrou 'n Abad. Evit kelo ur bannac'h soubenn hag un tamm kig... »

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Daoust ha c'hwitet hon eus an obererezh evit kelo-se ?

2015
Daveenn : DISENT p138

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial