E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech-all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.
Mar ne vije ket aet da anaon va c’henskoliad karet ar Paotr Juluen, a-du ganin e vije bet moarvat war ar c’hraf-se, ha kerkoulz-all brezhonegerien vat am eus anavezet du-hont : Efflamm an Henoret, da skouer, ur barzh yaouank eus Plistin, lazhet er brezel eildiwezhañ, ha breur henañ person Kemper-Gwezhenneg, an Aotrou Lec’hvien, ur barzh ivez, kalonek ha tener, bet taget gant an droug-skevent kent na zeuas a-benn da beurziskouez e dalvoudegezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kenkoulz-se