Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stagell a dalvez da sevel islavarennoù doareañ. [1877] A-raok an noz, ni a vezo distro hag a lavaro deoc’h penaos emañ an traoù. [1924] [...] hag eno e tiskouezas dezhañ, war un delienn baper, gant ur bluenn, liv enni, penaos treiñ, distreiñ pep lizherenn. [1949] N'oûn dare penaos displegañ va freder... 2. RANNYEZH (Treg. dh.) Stagell a dalvez da sevel islavarennoù diskuliañ. [1732] Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet ouzhpenn tri-ugent milion a levioù diouzhomp.

Skouerioù istorel : 
66
Kuzhat roll ar skouerioù

Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered e tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù

1575
Daveenn : M. p34

En eil poent e joenter hag e komzer serten / A ur fin infinit, kredit, na doutit ken : / Penaos diouzh plom ha skouer, / E varnher [varnfer] pec'herien / Dre'n fin-mañ kredet [kredit] lemm, ho tremm a renk [rank] tremen

1575
Daveenn : M. p36

[« F]aezhañ a ra an holl dud savant hag ez lavar penaos hon doueoù ez int diaouloù[. »]

1576
Daveenn : Cath p11

34. Lavaret a raed ivez penaos un den devot bras d'an itron santez Katell, peheni he galve alies en e sikour evit-se[,] dre spas amzer ez vihanos e zevosion, hevelep ma sesas en holl he fidiñ.

1576
Daveenn : Cath p26

15. Ha neuze pan o devoe lavaret an oratored ez oa un dra imposibl ez c'hallze Doue bezañ den, nag ez c'hallze gouzañv poan ar bed nag ivez ar marv, ez prouvas dezhe ar werc'hez penaos ar Jentiled c'hoazh ho devoa a-ziaraok lavaret an dra-se, rak Platon hag ar Sibiled oz devoa lavaret ez vize eürus an doue diouzh ar c'hrec'h a vihe krusifiet er groaz.

1576
Daveenn : Cath p13

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Daveenn : Cath p7

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

C'hwi a lavar penaos e kredit en Doue; petra eo Doue ? Bezañ ez eo krouer a'n neñv ha d'an Douar hag an Aotrou universel da gement tra zo.

1622
Daveenn : Do. p12

M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.

1622
Daveenn : Do. p16

gwelet penaos am goulennit

1659
Daveenn : LDJM.1 pg veu (que vous me demandez)

M. Na petra ouzhpenn [a gredit-hu]? D. [Me gred] Penaos dre e Varv ha Passion en deus hon delivret eus ar poanioù infernal, hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.

1677
Daveenn : Do. p15

Neuze ar gwaz a laka ar walenn-se war biz ar vaouez, evit ma ouezo-hi kerkoulz penaos ne dle james he c'halon kaout afeksion evit den all ebet endra vevo war an douar an hini ma teu hor Salver eus e reiñ dezhi.

1727
Daveenn : IN p336

Eñ a soñj dezhañ penaos ec'h arruo kalz traoù pere ne arrufint ket.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Il se figure bien des choses, qui n’arriveront pas.)

en amzerioù dremenet ez eus bet kredet penaos…

1732
Daveenn : GReg pg ancienneté

ne deus den ne lavaro penaos

1732
Daveenn : GReg pg avoir (il n'y a personne 'qui ne dise que)

Un istorian genidik a Vreizh a raport penaos ez eus bet dalc'het ur sened e-barzh en prioldi sant Herve, war lein menez Bre, etre Gwengamp ha Lannuon.

1732
Daveenn : GReg pg concile (il y a eu un Concile provincial au Prieuré de saint Hervé, sur la montagne de Brée, à ce qu'assure un Historien Breton)

Likit en ho spered penaos emañ amañ.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Figurez-vous qu’il est ici.)

Likit en ho penn penaos emañ amañ.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Figurez-vous qu’il est ici.)

Likit en hoz soñj penaos ezmañ amañ.

1732
Daveenn : GReg pg figurer (Figurez-vous qu’il est ici.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos ezmañ an oabl steredet ouzhpenn tri-ugent milion a levioù diouzhomp

1732
Daveenn : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

Kepler a zalc'h evel un dra asur, penaos emañ an oabl steredet dreisomp ouzhpenn c'hwec'h-kant gwech kant mil lev.

1732
Daveenn : GReg pg firmament (Kepler soûtient que le Firmament est éloigné de nous, de plus de soixante millions de lieuës.)

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Daveenn : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

Lavaret a raer penaos an den a zo ur wezenn fourchek lekaet penn-evit-penn.

1732
Daveenn : GReg pg fourchu (On dit qu'un homme n'est qu'un arbre fourchu renversé.)

Aznaout a eure penaos...

1732
Daveenn : GReg pg appercevoir (Il s'aperçût que, &c.)

Disklêriañ war e le penaos ez kreder, kement a gred hag a zesk da gridiñ, hon mamm santel an Iliz katolik, abostolik ha romen.

1732
Daveenn : GReg pg confession (faire sa confession de foi)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo kunduet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo gouarnet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

Un ebat Doue eo gwelet penaos e c'houarn an tiegezh.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

Va c'hlemm eo penaos &c.

1732
Daveenn : GReg pg grief (Les griefs sont, que &c.)

Lavarout a c'hellan penaos, mar en defe pep hini e dra, e vefen pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.68, "Je puis dire que, si chacun avait le sien, je serais riche".

Me a gouna penaos e oac'h eno

1850
Daveenn : GON.II pg kouna, kounaat, kouña

gouzout a ran penaos n'emañ ket eno

1850
Daveenn : GON.II pg énô

Sevel a reas c’hoant enni da guitaat bro ar Voabited, evit distreiñ d’he hini, gant he div verc’h-kaer ; rak klevet he devoa penaos en doa an Aotrou sellet a-druez ouc’h e dud ha roet boued dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.98

n'on [n’ouzon] dare penaos e tiboanio

1850
Daveenn : GON.II pg diboaña, diboania

Noemi ‘ta o welout penaos he doa Ruth lakaet en he fenn mont d’he heul, ne harpas ken outi, ha ne he alias ken da zistreiñ etrezek he zud.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

Hogen ur c'hiz kozh [a] oa en Israel e-touez ar gerent, penaos ma tileze unan bennak e wir da un all, evit ma vije start an dilez e tenne an den e votez evit he reiñ d'e gar : hounnezh e oa an [t]esteni eus an dilez en Israel.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Lavarout a reer dre-holl penaos ez it da zimeziñ.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « On dit partout que vous allez vous marier ».

Gouzout a ra penaos e karan e verc’h.

1850
Daveenn : GON.II p.94, livre second, « Il sait que j’aime sa fille ».

Klevet em eus penaos e oac'h deut.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « J'ai appris que vous étiez arrivé ».

Gouzout a ran penaos oc'h pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, "Je sais que vous êtes riche".

Klevet em eus penaos ho poa prenet ur vuoc’h ; unan am eus prenet ivez.

1850
Daveenn : GON.II p.61, "J’ai ouï dire que vous aviez acheté une vache ; j’en ai aussi acheté une".

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Daveenn : MGK p37

N'eo ket ebat goulenn ! — Kaer o devoa leñvañ / Ha lavaret penaos en em gavent eno, / Petra oa c'hoarvezet ; an dud e-biou dezho / A yae hep ober van, hep sellet zomuiken.

1867
Daveenn : MGK p78

Gant e gig[,] al leon a goanias, / Gant e groc'hen en em c'holoas. / Setu, tostennerien, penaos vezit paket !

1867
Daveenn : MGK p105

— Goude 'ta lavaret / Penaos eus a bellbro e oant en em gavet / An eil gant egile, da vezañ reuzeudik, / Dre glask dont da vezañ eürus ha pinvidik, / Hor pevar den paour[,] skuizh o prezeg, o vale, / Tostik-tost d'ur feunteun a azezas neuze.

1867
Daveenn : MGK p79

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Daveenn : MGK p144

— « Ha me, eme ar priñs, ' zesko da dud ar vro / Penaos, hep e dumpañ [sic, he zumpañ], e vez kaset en-dro / Karr ur rouantelezh. »

1867
Daveenn : MGK p81

A-raok an noz, ni a vezo distro hag a lavaro deoc’h penaos emañ an traoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.47

Ha setu amañ penaos, e voe lavaret dezhañ, e oa tremenet an traoù e Lanzeon.

1878
Daveenn : EKG.II p.60

Pa brenomp un tamm houarn en ti ar marc'hadour, na deu ket da soñj dimp penaos an tamm houarn-se n'e[o] ket bet bepred er stumm 'mañ bremañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

livirit dezhañ penaos va amezeg a zo klañv

1909
Daveenn : BROU p. 407

Hag e fell deoc’h penaos ur bugel evel Bilzig, ur paotrig dibreder, a vefe evit harzañ ouzh e c’hoantegezhioù, ouzh e sioù, ouzh e dechoù pe ouzh e heugennoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

A-dra-sur, ma selaouit tud ar vro : stourm a r[e]font ouzoc’h, ha start, penaos n’eus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da ganañ ken seder, ken dudius hag o re.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("kleier" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Seblantout a eure dezhi pa savas he daoulagad, penaos ar vamm he devoa un tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-gozh he bugelig, eus he c’harantez hag eus he madelezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("bugelig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

En ampoent ma wilioudas Izabel, dre ar bourk e rede ar brud penaos lestr Kola Fañch ar Guez a oa bet kollet, korf ha madoù hag all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.812 (Genver 1924)

Un devezh ar c’hure a gasas ar paotr gantañ d’e gambr, hag eno e tiskouezas dezhañ, war un delienn baper, gant ur bluenn, liv enni, penaos treiñ, distreiñ pep lizherenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Kement ha kement evelkent o deus chachet war ar grelink, seblantout a ra dezhe penaos an drag a zo diskrog.

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Mat, an ti-se a zo bet satanazet ha marteze zoken, ar re gozh o deus dalc’het soñj : hanter-kant vloaz ’zo e teuas Satanaz e-unan da chom e-barzh an ti. Gwelomp penaos.

1944
Daveenn : ATST p.10

Ma mamm a zeuas da'm ambroug ; fellout a rae dezhi gwelout penaos e oa ar golaj-se, ha kement a draoù a oa da brenañ, da beurachuiñ ma bisac'h skoliad...

1944
Daveenn : EURW.1 p47

- Ya ! ni !... N'oûn dare penaos displegañ va freder... Ne zeu ket soñjoù divodest da virout ouzhit da gousket, a-wechoù ?

1949
Daveenn : SIZH p.54

Hag e kredez troadañ seurt gaou / P'ouzomp ha te kerkoulz an traoù, / Penaos ez ti, e-barzh ar sal / Ez eo bet graet dezhañ e stal ?

1960
Daveenn : PETO p75

Setu aze penaos, diwar patromoù liesseurt, e oa bet danzeet e Kemper ur goteg eveltañ e-unan, dezhañ ul liveadur gall, ur framm norman, ur genedelezh saoz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Stourmet e vo en ur mod difeuls-tre, hep kasoni na fulor ; diskouezet e vo pegen poellek eo hon arguzennoù, pegen mennet ez omp, pegen mallus eo an traoù ha penaos n'eus ket tu da cheñch anezhe e mod all.

2015
Daveenn : DISENT p82

Ur wech lâret tout an traoù-se e komprener gwelloc'h penaos e vez kreñvoc'h ur stourm pa vez soupl ar stourmerien...

2015
Daveenn : DISENT p109

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial