Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!

1944
Daveenn : ATST p.8

Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Kaer en deus treiñ ha distreiñ, ne zeu ket ar c'housked dezhañ. Re domm eo en e logig. Hag atav an tan en e wad. Diwiskañ a ra e roched. Sevel a ra. Emañ e noazh-pilh en noz teñval-dall. Ur vezh dudius a laka e gorf da skrijañ.

1949
Daveenn : SIZH p.51

E goueled yen an noz du-dall ' Tiskenno Breiz[h] da heul Bro-C'hall.

1960
Daveenn : PETO p14

Me, evit a sell ouzh an taolennoù, emaon en teñval-dall, met gant ar reizhiad diwall e kav din ez eus kuzhet ur brav a beadra eno. Emaon e soñj labourat war an daou vartezead-se.

2015
Daveenn : EHPEA p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial