Kaset em eus ma fenn a-c'hwen ha tremen a ran gorrek eus ur stad n'eo ket tre an dihun d'ur stad n'eo ket c'hoazh an hun.
gorrek e vezan o vale, d'ar seurt mareoù, pa vez ganin falz ha sae, etre div renkennad peulioù simant distank, ogham skrivet war ar c'herioù anezho, ar c'herioù troet diouzh ma zu, hag eus an eil peul d'egile ez eus orjalennoù a zo o nijal warno en avelig slipoù ha brennidennoù, gwenn, glas ha gwer, gwer, glas ha gwenn.
A-greiz-holl e paouezas a virviñ, ha war un dro e teuas ar c'hediad da vezañ mouk-du, a-raok kemm adarre gorrek ha kemer ul liv gwer divoull.