An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.
Ann azen, deut he dro, a lavar evel-hen : "Ne deuz ket pell, sonj am beuz, eur weach, en eur dremen, Dre eur prad glaz a voa, me gav d'in, d'eur manac'h, Ann naoun, ar ieod flour ha, m'hen diskuill hep nac'h, Dre ali Paol-gornek o sutal em fenn zod, E peurjounn er prad-ze ledander va zeod. Me n'edounn ket em zra evit lavaret gwir". Dioc'h-tu e voe ar vlej war al loen blevek-hirr. Eur bleiz, den a studi, a ziskouezaz displek E voa deut ar c'hlenved diwar ar skouarnek, Hag e tleit, 'mez-han, sevel hed he liven Al loen-ze divalo, rouignek fall, diskroc'hen. Laerez tra he nesa, ne voa gwasoc'h torfed ! Nemet dre ar maro ne vije ket gwalc'het ; Eur vez voa he welet : D'ar bed holl evit skouer Voa red e vije roet. Lazet voe ar c'houer.