Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

bout broudet

1732
Daveenn : GReg pg (sentir des) élancemens

broudet, beriet on gant va droug

1732
Daveenn : GReg pg (mon mal m') élance (ou me donne des élancemens)

Rak ma klaske gwechall ur paian kregiñ en ur c’hristen hag her lakaat d’ar marv, oa abalamour ma’z ae a-enep al lezenn desket dezhañ gant e dud, el lec’h ar veleien "intru", broudet gant rebechoù o c’houstiañs, o doa c’hoant da lakaat ar re-all da vezañ evelto, — kement-se en divije graet vad d’o c’halon, — pe d’o c’has diwar ar beg-douar-mañ d’ar bed all, evit miret da vezañ tamallet ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.86

An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).

1923
Daveenn : SKET p.139

O div galon, broudet gant ar garantez, a lamme an eil davet eben ha, pa n’oant ket evit kejañ en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

Mouezh da askre he deus boudet, / Eñ ken gwanet ha ken broudet, / Gant ar c'herse ouzh da waskañ.

1960
Daveenn : PETO p76

Bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun. Holl annezidi ar c'harter a hañvale ober berzh, hag an holl anezho, broudet gant an elbig hag ar spi d'ober gwelloc'h c'hoazh, a ouestle dreistad o gounidoù d'ar c'hinklañ.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Gant ar gevredigezh e vez broudet ur breur pe ur c'hoar a-enep an eil d'egile. Kiriegezh ar gevredigezh eo.

2015
Daveenn : DISENT p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial