Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. (dirak un ak., un av.) E-keñver. Penaos emañ an traoù a-fet ho labour ? A-fet livañ gevier, n'eus ket par dezhañ. II. Adv. Da vat.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Bezañ hon eus binvioù a-fed sokiologiezh, psikologiezh, stadegoù, studioù war an antropologiezh, an etnologiezh, ar sevenadurioù...

2015
Daveenn : DISENT p44

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Daveenn : DISENT p62

Un toull-trap a-fed [a-fet] preder eo ar feulster kenfeurel : a-drugarez dezhañ e vefe tu da lazhañ un den a zo bet ministr, evel Hubert Védrine, peogwir ez eo kablus da vezañ kemeret perzh er gouennlazhadeg [ouennlazhadeg] e Rwanda.

2015
Daveenn : DISENT p67

Ma vez moc'het tra pe dra gant stourmerien difeuls ez eo da gentañ peogwir e vez soñjet gante e vo talvoudus a-fed [a-fet] strategiezh da geñver gwanderioù an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p67

Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d’ar patron plegañ hag asantiñ da c’houlennoù an harzdebrerien...

2015
Daveenn : DISENT p83

Gant ar gwallreuz-se, a-fet tud hag a-fet skeudenn, e voe ret d'ar patron plegañ hag asantiñ da c'houlennoù an harzdebrerien...

2015
Daveenn : DISENT p83

Gant ar mediaoù dizalc'h ne vez tizhet nemet un nebeud tud... ha c'hoazh eo tud damheñvel a-fet buhez sokial hag a-fet mennozhioù.

2015
Daveenn : DISENT p117

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial