Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pep hini eus ar rannoù koadek, bras ha hir, a ya d' ober framm ar gwez a-uc'h o fustoù. Ur brank kelvez. & Trl. kv. Bezañ treut evel ur brank : bezañ treut-tre. & Trl. skeud. Bezañ, chom war vrank : chom da c'hortoz. Ne oan ket chomet war vrank. HS. bod. HS. barr, skourr. 2. Dre heveleb. Anv a roer da draoù zo damheñvel ouzh ur brank. Ur brank lin (da nezañ). Brank ur viñs-tro, ur vilin, ur c'hravazh. 3. Dre skeud. Rann eus ur c'herentiad tud diwar an hevelep diagentiad. Dont eus ur brank. HS. lignez, skourr. 4. (db. al loened) Korn al loened eus ar c'herentiad Cervidae. Brankoù hir ha ledan zo e penn an demmed. DHS. brog. 5. (db. ar rezin) Krapad.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

brank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rameau

brank troc'het

1659
Daveenn : LDJM.1 pg branche coupée

brank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg branche

brank rezin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg grape (de raisin)

lakaat da vervel e skourr oc'h ur brank bennak

1732
Daveenn : GReg pg brancher (pendre à un arbre un soldat, ou un vagabond)

brankoù

1732
Daveenn : GReg pg branche

brank

1732
Daveenn : GReg pg branche

brankoù

1732
Daveenn : GReg pg branchage, branche

brankeier

1732
Daveenn : GReg pg branche

brankoù ur velin

1732
Daveenn : GReg pg aile

dioc'h ar gouenn, ar brankoù

1732
Daveenn : GReg pg (telle) cause (tel effet)

brankoù

1850
Daveenn : GON.II pg brañk (Branche d'arbre. Pl.)

Kalz a vrankoù he deus ar wezenn-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg brañk (Cet arbre-ci a beaucoup de branches).

brank

1850
Daveenn : GON.II pg brañk (Branche d'arbre. [...] Quelques-uns donnent aussi le nom de "brañk" à une grappe), skourr

Ur paourkaezh keuneutaer goloet-holl a vrankoù, / Dindan e vec'h keuneud hag e samm bloavezhioù / Krommet betek an douar, a glemme hirvoudus / O vont, a-zoug e gamm, d'e di-soul mogedus.

1867
Daveenn : MGK p67

brank

1927
Daveenn : Geri.ern pg brank

brank

1931
Daveenn : VALL pg branche

brankoù

1931
Daveenn : VALL pg branche

A, pegen brav e vije bet chom atav da vevañ a-gevret, evel gwechall Marc’heien an Daol Gr[e]nn, evel izili ar Brank-Ruz en Iwerzhon o doa savet ur gêr goad war Menez Tara, lec’h e oa boutin an holl draoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.208

Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.

1944
Daveenn : EURW.1 p24-25

C'hwezek vloaz e oan, achu ganin ma zeirvet, gant notennoù mat e pep brank ; ne oa da rebech din nemet chom hep plegañ d'ar Reolenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

— « Da belec’h, bran du? Da belec’h? Diskenn war brank izelañ ar wezenn hag e klevi anezho o kontañ o zroioù[-]kamm. »

1944
Daveenn : ATST p.28

Rak, mar domp ["mard omp"] ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank.

1944
Daveenn : ATST p.38

Evit dougen an dilhad e veze a-walc'h lakaat en douar, e-kichen ar gwele, ur skourr brankaouek, ha dibennañ ar brankoù-se.

1985
Daveenn : DGBD p168

Azezet int keñver-ha-keñver e div gador-vrec'h izel o c'hein gant brenkoù koad.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial