Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) [1850, 1954, 2013] Pep hini eus ar vreudeur zo gevell. Gevelled int. Gevellezed heñvel-mik e oant o-div. [1954] Piv bennak a zo bet o sellout ouzh ar film « Mister ar Folgoad » en deus gwelet anezhañ, rak kement e taole dezhañ e vab « Salaun » m'ho pije touet e oant daou c'hevell, pe div graoñenn gouezhet a-ziwar an hevelep skourr. 2. (db. pezhioù ur mekanik pe ur wikefre) Pezh heñvel-mik ouzh unan all implijet en hevelep mekanik pe wikefre.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

gevell

1499
Daveenn : LVBCA p83 (iumel ou gemel)

gevelled

1850
Daveenn : GON.II pg gével (jumeau, celui qui a un frère ou une sœur né d'un même accouchement. en général, tout ce qui est double. Pl. du subst.)

gevellez

1850
Daveenn : GON.II pg gével, gévellez (jumelle, femme née d'un même accouchement qu'un des ses frères ou une de ses sœurs).

gevellezed

1850
Daveenn : GON.II pg gévellez (jumelle, femme née d'un même accouchement qu'un des ses frères ou une de ses sœurs. Pl.)

gevell

1850
Daveenn : GON.II pg gével (jumeau, celui qui a un frère ou une sœur né d'un même accouchement. en général, tout ce qui est double).

An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.

1923
Daveenn : SKET p.12

Piv bennak a zo bet o sellout ouzh ar film « Mister ar Folgoad » en deus gwelet anezhañ, rak kement e taole dezhañ e vab « Salaun » m'ho pije touet e oant daou c'hevell, pe div graouenn [sic "graoñenn"] gouezhet a-ziwar an hevelep skourr.

1954
Daveenn : VAZA p.17-18

Deuet e oa Léa ha Clara er c'hlas, gevellezed heñvel-mik o-div.

2013
Daveenn : YUDAL p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial