v.k.e.
(db. an dud, al loened)
1. Evañ laezh diouzh bronn ur vamm, ur vagerez ha, dre ast., evañ laezh pe diedoù all diouzh ur chutell.
Ur babig o tenañ e vamm. An divronn hoc'h eus denet p'edoc'h yaouank.
2. Ent krenn
Reiñ da zenañ : bronnañ.
Reiñ d'ur babig da zenañ. Arabat lezel babiged da grial hep reiñ dezho da zenañ. Ar giez a roe da zenañ d'ar moc'h bihan.
Daveenn :
GON.II
pg déna (Le veau ne tète plus sa mère).
Roit da zenañ d'ho pugel.
Rôid da zéna d'hô pugel.
1850
Daveenn :
GON.II
pg déna (Donnez à teter à votre enfant).
diniñ
dinein
1850
Daveenn :
GON.II
pg déna (Teter, sucer le lait de la mamelle d'une femme ou de la femelle de quelque animal).(En Vannes).
Da vamm a ro da zenañ da'z c’hoar vihan.
Da vamm a rô da zéna d’az c’hôar vihan.
1850
Daveenn :
GON.II
p.68
denañ
déna
1850
Daveenn :
GON.II
pg déna (Teter, sucer le lait de la mamelle d'une femme ou de la femelle de quelque animal).
Ar vugale gant mammoù all, / Gant mammoù n'o deus o ganet, / Karantez o zud ne zenont ket.
Ar vugale gant mammou all, / Gant mammou n'ho deuz ho ganet, / Karantez ho zud ne zenont ket.
1867
Daveenn :
MGK
p135-136
ar bugel ne den ket
1909
Daveenn :
BROU
p. 222
Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.
Ha Bilzig, pôtr abret, lemm ha prim, a zune, a zene ar c’hôjou, al lavariou, ar zoniou, ha dindan e evor digor-frank e tastume anê.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : denañ, sunañ, evañ a raent en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-se, ankounac’h o devezhioù dishegar, levenez o buhez dister.
An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : dena, suna, eva a rênt en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-ze, ankounac’h o devejou dishegar, levene o buhe dister.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
E-barzh ar gwele-mañ e c’hanas, war an oaled-mañ un amiegez hen mailhuras, hag un amezegez a roas dezhañ da zenañ.
E-barz ar gwele-man e c’hanas, war an oaled-man en [sic, "an"] amiegez hen mailhuras, hag eun amezegez a roas d’ean da zena.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).
Denet, sunet en deus ar gouli evit chachañ er-maez ar bulum gant ar gwad…
Denet, sunet an neus ar gouli evit chacha er-mêz ar bulum gant ar gwad…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.119
Notennoù studi
Roet eo "dinein" evel ur stumm eus Bro-Wened e GON.II.