Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499, 1732, 1904, 1931, 1943, 1985, 2015] Unan eus kevandirioù ar bed, lec'hiet etre ar meurvor Atlantel ha meurvor an Indez, ar mor Kreizdouar en Hanternoz dezhañ. [1732] En Afrika hag en Douar-Nevez ez eus e-leizh a savajed pere a zebr an dud. [1931] Karantez Afrika. [1943] A-c'houdevez e vije bet rannet an douaroù, Aostralia o vont etrezek ar Reter, an Antarktiz o skeiñ war-du ar Su, Madagaskar hag an Indez o tilezel Afrika evit ober hent etrezek ar biz, Amerika, erfin, o loc'hañ war-du ar C'hornog. Anat eo n'eo an dilec'hiadurioù-se nemet keñveriek gant Eurazia-Afrika. [1985] Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an anv Yezhadur Bras ar Brezhoneg. [1985] Deuet e ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn. [2015] Kaset e vo d'un tu bennak en Afrika du. D'un Ouganda pe d'ur Senegal bennak.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

Afrik

1499
Daveenn : LVBCA p17

en Itali, en Afrik

1732
Daveenn : GReg pg en (Italie, en Afrique)

en Afrika hag en Douar Nevez ez eus e-leizh a savajed pere a zebr an dud

1732
Daveenn : GReg pg antropophage

Afrik

1904
Daveenn : DBFV pg Afrik (Afrique)

Enderc’hel a reont traonienn ha bro an Ejipt evel ma vez endalc’het gant an dorn dornell ar c’hleze, hag e tisrannont an douar-Bras anvet Azia diouzh an douar-Bras anvet Afrika.

1923
Daveenn : SKET p.17

Ker gwazh ha m’emañ aet ar bed war an tu-gin gant ar brezel ma n’eo ket souezh e vije bet unan eus hor c’henvroiz harluet betek e bro-Ejipt, du-hont pell-pell, etre an Azi hag an Afrik.

1923
Daveenn : SKET p.5

karantez Afrika

1931
Daveenn : VALL pg africanisme (amour de l'Afr.)

an Afrik

1931
Daveenn : VALL pg Afrique (avec l'article)

Afrika

1931
Daveenn : VALL pg Afrique (sans article)

A-c'houdevez e vije bet rannet an douaroù, Aostralia o vont etrezek ar Reter, an Antarktiz o skeiñ war-du ar Su, Madagaskar hag an Indez o tilezel Afrika evit ober hent etrezek ar biz, Amerika, erfin, o loc'hañ war-du ar C'hornog. Anat eo n'eo an dilec'hiadurioù-se nemet keñveriek gant Eurazia-Afrika.

1943
Daveenn : TNKN p.89

Afrika

1970
Daveenn : NDBF.4 pg Afrika

Deuet eo ivez Liberia da vezañ, hag a-bell, kentañ broad an Afrik evit ar vein-houarn.

1985
Daveenn : DGBD p21

Met an arc'hant bet lakaet a-gostez diwar ar pezh am boa gounezet e-pad ma oan bet e bro an okoume eo e c'hellis sevel an oberenn a zo chomet an tostañ d'am c'halon, hag a oa bet embannet hepken goude ar brezel pa oan aet en-dro da Afrika, dindan an ano Yezhadur Bras ar Brezhoneg.

1985
Daveenn : DGBD p6

Kaset e vo d'un tu bennak en Afrika du. D'un Ouganda pe d'ur Senegal bennak.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Notennoù studi

Testenikaet eo ar stumm "Afrika" evit ar wech kentañ e 1732, e geriadur Gregor a Rostrenenn. Ar stumm-mañ eo zo bet kadarnaet gant Vallée ha miret er genyezh da c'houde. Dalc'het en deus ar stumm pobl "Afrik" da genvevañ gantañ betek hiziv.

Ofis publik ar brezhoneg