Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. [1927] Mac'hañ. Ar boultrenn a vresomp dindan hon treid. Ar bleunioù a vez breset ha flastret gant an dremenidi. Ar plac'h a voe breset gant un tarv kounnaret. & Bresañ ha divresañ : bresañ dibaouez, bresañ alies-kenañ. An douar-se, bet breset ha divreset e-pad kantvedoù. & (goude da) Bezañ mac'het. Relegoù hennezh a vo taolet da vresañ dindan treid an dremenidi. HS. moustrañ. 2. (db. ar paperioù pe an dilhad) [1850, 1927] O gwaskañ hag o jogañ. Bresañ a reas al lizher en he dorn. 3. Dre ast. [1931] Terriñ, distrujañ. HS. difoeltrañ, drailhañ. B. Dre skeud. 1. (db. an dud, ar pobloù, ar broioù hag ar gwirioù) [1927] Mac'hañ, mac'homañ. Ne glaskas e doare ebet bresañ o gwirioù. Ul lezenn evit bresañ ar relijion. HS. gwaskañ, moustrañ. 2. [1985] Lavaret (udb.) buan-buan hep lakaat an aket dleet, distagañ fall. Bresañ ur maread pedennoù gant ur spered diparfet. [1985] O vresañ hag o kanañ. HS. drailhañ. 3. Gwaskañ war (ur santad, ur c'hoant bnk). Ret e oa dezhi bresañ ar morc'hed a save en he c'halon. HS. mac'hañ, moustrañ. II. V. kenem. EN EM VRESAÑ : en em vac'homañ an eil egile. An dud-se hag int breudeur en em vrese hag en em gigne didruez.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

bresañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg bresa (Chiffonner. Froisser. - Fouler. Presser).

Gant a reot, na vresit ket va c'hoef.

1850
Daveenn : GON.II pg bresa (Quoi que vous fassiez, ne chiffonez pas ma coiffe).

bresañ

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bres

bresañ

1931
Daveenn : VALL pg briser

bresañ

1931
Daveenn : VALL pg briser

An iboga a ziluz' ar spered, a harz ouzh ar skuizhder, ken na c'hell an dañserien padout nozvezhiadoù hep kousket, o vresañ hag o kanañ.

1985
Daveenn : DGBD p77

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial