Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an traoù) Torret a dammoù. Brevet eo ma c'harrigell en taol-mañ. 2. (db. an dud) Skuizh-bras. Brevet e oan oc'h ober ma jardin.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

brevet

1499
Daveenn : LVBCA p43 (broye, pestelle)

malet, freuzet, brevet

1499
Daveenn : LVBCA p43, 80, 137 (molu, froysse)

Hag ar person "intru" d’en em sachañ er-maez eus e garrbont. Mes, siwazh ! sonnet eo e zivesker, brevet e gorf, sklaset e izili, pounner ha boudinellet e benn !

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

Kalon ur Breizhad a c’hell bezañ ankeniet, glac’haret, brevet ; mes ne vez james diskaret ; e feiz hen dalc’h en e sav en ur ziskouez dezhañ an neñv, el lec’h m’emañ e vro.

1878
Daveenn : EKG.II p.172

He div c’hoar, brevet a c’hlac’har, he stardas etre o divrec’h.

1923
Daveenn : SKET p.109

Brevet e vo da vag ouzh ar c’herreg. Beuzet e vi er mor !

1924
Daveenn : SKET.II p.41

Lammat a rejont gant ar saezhioù hag ar goafioù, o flaouiañ diwar nij en o figos hag o derc’hel en o c’hrabanoù, terriñ an herr anezho, o distreiñ diouzh o hent hag o lakaat da gouezhañ er stêr, dinoazet ha brevet.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

brevet gant ar gozhni

1931
Daveenn : VALL pg accabler (accablé de fatigue)

brevet

1931
Daveenn : VALL pg brisé (par la fatigue)

E bro garet hon hentadoù / Brevet spontus gant bagadoù / An daou strollad o 'n em zispenn, / Grit ma teuy al lezenn gristen / Da sioulaat ar vuanegezh / Ha da lemel an druegezh, / Hag un deiz, d'Ho Pro Diamen, / D'hor c'has holl da viken... Amen !

1960
Daveenn : PETO p83

E-pad ar miz-du-se avat ez on bet meur a wech evel brevet va c'horf ouzhin, dreist-holl pa vouzhe en-dro deomp barroù arne ha ne vennent ket tarzhañ.

1985
Daveenn : DGBD p91

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial