Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
176
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. an dud) Lakaat ub. da vezañ barrek(oc'h) da ober gant ar brezhoneg da yezh pemdeziek. Digeriñ skolioù, kentelioù evit brezhonekaat ar bobl. 2. (db. an anvioù divoutin) Reiñ ur stumm brezhonek reizh, reishoc'h dezho. Brezhonekaat anvioù al lec'hioù, an dud e Breizh. & Reiñ ur stumm brezhonek d'ur ger estren. Brezhonekaet eo bet an anv kêr Caerdydd e Kerdiz. II. V.g. Dont da vezañ barrek(oc'h) pe boazet(oc'h) da ober gant ar brezhoneg. Brezhonekaat a ra an dud dre ar stajoù. III. V.em. [2007] EN EM VREZHONEKAAT : dont da vestroniañ ervat ar brezhoneg, dont da ren ur vuhez vrezhonek.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

brezhonekaat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brezoneg

brezhonekaat

1931
Daveenn : VALL pg bretonniser (rendre breton)

Skol an Emsav ha SADED a oa ar vegenn, ar pep pouezusañ evidon, en em vrezhonekaat, me, an tiegezh, hag un nebeud mignoned

2007
Daveenn : KASTE p205

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial