Ofis Publik ar Brezhoneg
Ne oa ket marteze ken flamm an oabl hag an hini a veze a-us da Vreizh d'ar mare ma kuitais ar vro, ha tennañ a rae kentoc'h d'ar mouk eget d'ar glas, moarvat ivez e vez un tammig morennet an dremwel, plijus e oa koulskoude ; hag e-giz ma 'm eus c'hoazh amzer vak, em bez tu da ober tro pe dro da ober anaoudegezh gant gwez ha plant a huñvreer enno en hor bro : kafe ha kakao, orañjez ha sitroñs, ananaz ha gwez-bara, hep kontañ re all ha n'am boa ket zoken klevet anv anezho a-barzh neuze : mangez hag avoka, korosol ha papay...