Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1850] Obererezh brizhellañ udb. 2. [1850] Liverezh gant meur a liv. II. 1. [1927, 1931] Diskianterezh, sotoni. Ober brizherezh ha fallagriezh. Gouelioù leun a vrizherezh. [1878] [...] rak n’oa lezet chapeled ebet gant hini eus ar brizonerien ; an dud difeiz a lavare n’oa an traoù-se nemet brizherezh. HS. dirollerezh. ES. furnez. 2. (impl. da anv unan) Ober, tra diskiant. Lezit ar re-mañ d'ober o brizherezh. En aon da ober ur brizherezh bennak.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

brizherezh

1850
Daveenn : GON.II pg brizérez (Le même [sens] que "brizadur" : Action de peindre de diverses couleurs, de tacheter, de moucheter, etc. Moucheture. Bigarrure. Marqueterie. Marbrure)

Edo adarre son, ar "Marseilhez" o vont en-dro pa glevjor un den kozh o krial, gant herder, ker kreñv ma veze klevet dreist mouezh ar ganerien : — Bastien ! Bastien ! va mab, deomp d’ar gêr ha lezomp ar re-mañ da ober o brizherezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.179

Korintin ne reas van ; en em lakaat a reas da lavaret e chapeled war e viziad. Ya, war e viziad, abalamour da gontañ mat an dizenezennoù, ha da lavaret ar Gloria Patri hag ar Bater, pep hini d’e boent, rak n’oa lezet chapeled ebet gant hini eus ar brizonerien ; an dud difeiz a lavare n’oa an traoù-se nemet brizherezh.

1878
Daveenn : EKG.II p.293

brizherezh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg briz

brizherezh

1931
Daveenn : VALL pg aberration, bizarrerie

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial