1. (db. ar bronneged)
[1732, 1850, 1827] Loen postek eus ar c'herentiad Mustelidae, dezhañ ur moj hir gwenn ha du, reun louet o c'holeiñ e gorf, pavioù skilfek kreñv da doullañ garidennoù, e anv spesad Meles meles.
Bezañ ken flaerius hag ur broc'h. Ur broc'h douaret en e vertim.
&
Trl.
Roc'hal evel ur broc'h : roc'hal en ur ober kalz a drouz.
&
Trl.
Kousket evel ur broc'h : kousket c'hwek ha don.
2. (db. al loened-mor)
Anv all a roer d'an draeneg.
3. (implij. da spizer en ur c'henstrollad laosk)
Avaloù-broc'h : gouenn avaloù glas c'hwerv, mat d'ober sistr.
&
Sac'h-broc'h : sac'h-kein.
Daveenn :
GON.II
pg broc'h (Il est aussi puant qu'un blaireau).
broc'hed
1850
Daveenn :
GON.II
pg broc'h (Blaireau ou taisson, animal sauvage à quatre pieds. Pl.)
broc'h
1850
Daveenn :
GON.II
pg bourbouten, broc'h (Blaireau ou taisson, animal sauvage à quatre pieds), louz
Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.
Paota a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leiz a c’houez-viled all : arzed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.