Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1732, 1944] Hunva. [1732] Ne gomzer ket en dortoueroù.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

dortouer

1732
Daveenn : GReg pg dortoir (terme de Couvens & d'Abbayes)

dortoueroù

1732
Daveenn : GReg pg dortoir (terme de Couvens & d'Abbayes)

ne gomzer ket en dortoueroù

1732
Daveenn : GReg pg (on garde le silence dans les) Dortoirs

Daou-ha-daou, en deñvalijenn, re an dortouer a ziskennas an diri da vont d'ar chapel da selaou an oferenn gentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Graet e oa dimp er gegin bep a vanne « grog » ha kaset e voemp d'an dortouer da gousket.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

An daoulinañ a oa chom war bennoù an daoulin [sic, e zaoulin] e-harz troad gwele an diwaller dortouer, betek unnek eur ha hanternoz a-wechoù...

1944
Daveenn : EURW.1 p40

An trepasioù a zo koaret ken e luc'hont ; an dortoueroù a zo sklaer gant e-leizh a brenestroù ; ar solieroù a zo uhel wintet ha ne waskont ket war ar chouk, evel re savadurioù kozh-kozh kolaj paour Gwengamp.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial