Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Distrujañ, dispenn. Ne reont ne met dispenn ha fontañ ar pezh en deus graet. Gant ar charreoù e veze fontet e berr amzer an holl hentoù. Fontet-lip e vijen bet gantañ. & Emañ fontet an traoù etrezoc'h ? : echu eo ho tarempred ? 2. Dizober. Hi he fonte, hag a rae din he c'homañs evel a-benn. N'on ket deuet da fontañ al lezenn, met d'he c'has da benn. 3. (db. ar madoù) Foranañ, dispign penn-da-benn. Fontañ e arc'hant, e leve. Ar re-se o devo fontet o stal a-raok tri bloaz amañ. Hep fontañ blank ebet. & Trl. skeud. Bezañ gouest da fontañ an eost : bezañ gouest da foranañ holl e vadoù. HS. dismantrañ, flutañ, foeltrañ, frigasañ, fripañ, fritañ. 4. Treizhañ. Kig lart zo boued pounner ha diaes da fontañ. HS. diazezañ. II. V.g. 1. Sankañ don pe donoc'h en dour pe en douar. Aze ez eus moaien da fontañ. Fontet eo an traktor. Unan zo erru e koulz da welet e dreid o fontañ en douar. & Trl. skeud. Bezañ prest da fontañ gant ar vezh, bezañ mezh da ub. da fontañ : kaout kalz a vezh. Hor paotr er skolaj gant bugale daouzek vloaz ha mezh dezhañ da fontañ. 2. Teuziñ. Laka un tamm amanenn da fontañ e-barzh ar baelon. Fontañ a ra e-barzh ar genoù. Fontet eo gant ar c'hleñved. & Trl. skeud., PEMDEZ-tre Ne fontfe ket un tamm sukr en e revr : kalz lorc'h zo ennañ. 3. A-WECHOÙ (db. ar plant) Disec'hañ. Ar boked a font. 4. (db. ar savadurioù) Kouezhañ en e boull.

Skouerioù istorel : 
1
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit tennañ houarn deus ar c'hozh vin-se, pa ve[z] deut er-maez deuz ar vengleu[z), e ve[z] ret teuziñ (pe "fontañ") ane[zh]añ 'barzh ur forn vras a ve[z] heñvel a-walc'h ouzh ur forn raz, nemet e ve[z] kalz muioc'h a dan e-barzh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial