I.
H.g.
1. Obererezh hirisiñ.
An dasson a strew tro-ha-tro an hiris hag ar spont. Eñ a wel gant hiris ur penn marv.
&
Taol hiris, [2015] Kaouad hiris : gwechad hirisiñ.
An daeroù-hont a skuilhas hor Salver, an taol hiris a ziskouezas.
[2015] Ha ma vefe laeret ? Ken nemet soñjal e se e oa sklaset gant ur gaouad hiris.
2. Doñjer bras.
Korf Yann a heje a-bezh gant an hiris.
&
Trl.
Ober hiris : kaout doñjer bras.
DHS. euzh, heug, rukun.
II.
(impl. da anv unan)
1. Trl.
Un hiris eo (+ av.) : hirisus eo (+ av.).
Un hiris eo gwelet an dra-se.
2. Tr. (distag diouzh e genarroud)
Un hiris ! : troienn a reer ganti evit pouezañ war ar pezh a lavarer.
Neuze e savas sarac'h er c'hoad pin bras, un hiris !
HS. spont.