1. (db. al lec'hioù)
Plijus d'an den, a c'haller soñjal bevañ ennañ.
Kevannezus e oa gouelec'hioù geotek Europa ar C'hornôg.
2. (db. al lec'hioù)
A ro d'an den ar santadur da vezañ e savete dre ma vez darempredet.
Un hent kevannezus. Amañ eo kevannezus, tud a vez o tremen
ordinal.
ES. didud, digenvez, dizarempred.
3. Trl.
Bezañ kevannezusoc'h da ub. (aber udb.) : bezañ plijusoc'h da ub. (ober udb.) dre ma ne vo ket e-unan (ouzh e ober). Kevannezusoc'h e vo dimp mard eomp hon daou. Kevannezusoc'h eo din bezañ amañ ganit eget bezañ ma-unan.
4. Trl.
Kavout kevannezus ober udb. : kavout berr an amzer pa vezer gant ub., kavout plijus ober udb.
An tad-kozh a gav kevannezus kaout e vab-bihan.