Flistrañ a reas ur c'hoarzh klapez un disterañ a-douez ar gloer yaouank. An Tad-Mestr, harpet e elgez war e zaouarn serret, a vousc'hoarzhas ivez, en ur sellout ouzh ar breur Arturo.
Hogen, c’hoant ebet n’am beze da lenn ; gwell e veze ganin menel da brederiañ en ur sellout ouzh ur varc’harid-gouzoug-hir o pakañ kranked munut el lec’hid, pe ouzh nijadoù brini o plavañ a-us da goajoù ar Bilo pe ar Gernevez, rak eno e teue holl vrini ar vro da gludañ en noz ha d’ober o neizh.
Ma rankit parkañ ho karr-tan ur pennadig war al lec'h, grit van da c'hortoz unan bennak, o c'hoari an den a goll pasianted, en ur sellet alies ouzh hoc'h eurier pe en ur ober van da bellgomz zoken.
Kavout al lec'h gwellañ evit sellet ouzh an darvoud, deoc'h da bediñ eno ar boltredourien hag ar gazetennerien-kelaouadennerien.