1. Na posupl, ha posupl : ha pa, na pa, goude ma.
Mont a rin, ha posupl e rafe glav ! Na posupl e vefe bet jahinet betek ar marv, n'en defe rannet grik.
2. Trl.
Na posupl Doue 'vefe gwir ! : ha pa vefe gwir.
3. Posupl e vefe : gant ma.
Posupl e vefe n'on ket en em gavet re ziwezhat.
Notennoù studi
An droienn "na posupl e vefe" zo aet d'ober ur stagell-isurzhiañ dezhi he-unan, "poseve", diouzh un argerzh grammatikalizañ.