Chom a ris goude-se ur pennad brav e kazarn Rekourañs da studiañ ha da labourat dindan renerezh an Aotrou Farigoul, met a-hend-all e vezen ken dieub, ken dinask hag un evnig Doue.
Ha me douarour e oa din da vezañ rener hor bagad, evel avat ma oan o kregiñ gant va micher ha ma oan war esa e-pad c'hwec'h miz, ha dic'houzvez ouzhpenn eus boazioù ar vro, e voe divizet e vije karget M.C. eus ar renerezh e-pad ar c'hwec'h miz-se, din da gemer ar penn diwar Bloaz Nevez 1938, ar pezh a voa graet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
renerezh