Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Petra ho pije-c’hwi graet evit kas ha digas ar veleien eus an eil parrez d’eben, eus an eil ti d’egile, hep reiñ da anaout d’ar sitoianed ar pezh ho poa c’hoant da ober ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.88

Daoulinet int etre ar mor-bras a ya hag a deu a-zindan o zreid ha toenn koumoulek [sic] an [n]eñv a guzh anezho ouc’h daoulagad ar sitoianed...

1877
Daveenn : EKG.I. p.100

An Itron Le Guen, o klevet an trouz, a ziskennas d’an traoñ. O komz outi, ar c’habiten a lavaras : — Te, sitoianez, eo intañvez ar Gwenn, bet alvokad e Lesneven ?

1878
Daveenn : EKG.II p.222

Polidor kennebeut ne gare tamm ar sitoianed ; c’hwez fall, a gav din, a sante ganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.29

Lavar deomp, sitoian beleg, eme ar c’habiten d’an Aotrou Gall, lavar deomp e pelec’h emañ egile, pe, bremaik, me a lakaio an tan en ti-mañ, ha, mard emañ kuzhet amañ, e vezo rostet mesk-e-mesk gant al logod hag ar razhed.

1878
Daveenn : EKG.II p.168

Dit, sitoian, salud ha breudeuriezh, / Ha marv da neb a vag enebiezh / Ouzh an Nasion[,] gwarez an Denelezh !

1960
Daveenn : PETO p35

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

« Aotrouned » 'rez ouzomp, sitoianed, / Ha ni e bro ar Republikaned ? / Ken a aotrouned na noblañs ne chom, / Rak d’o gouenn fallakr amañ 'oa re domm.

1960
Daveenn : PETO p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial