Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

DISPRED. [1499, 1576, 1727] Santimant tener a vag un den ouzh ub. all. DHS. karantez, amourousted.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

afeksion

1499
Daveenn : LVBCA p17 (idem)

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

Neuze ar gwaz a laka ar walenn-se war biz ar vaouez, evit ma ouezo-hi kerkoulz penaos ne dle james he c'halon kaout afeksion evit den all ebet endra vevo war an douar an hini ma teu hor Salver eus e reiñ dezhi.

1727
Daveenn : IN p336

Notennoù studi

Ar stumm "affectio" a gaver e Cath. (1576) zo da vezañ lennet "affectiõ" prest a-walc'h.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial