« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »
» Ar re-man a labour bemdez gant ho divrec'h, / » Gleb dour-teil e c'houezont kroummet dindan ho bec'h, / » Ha dre ma tizont kaout eur pennadik amzer / » Da ziskuiza ho c'horf, savet ho fenn enn er, / » E troont ho spered enn dro da daol evez / » Oc'h kement a welont, da zastum gwisiegez.
1867
Daveenn :
MGK
p92
Pa ne glevis netra ebet ken, e savis eus a-douez ar raoz, gleb-dour-teil, hag, hep gouzout kalz, me ’gred, petra a raen, ez is da welet e pelec’h e oa bet an tan.
Pa ne gleviz netra ebed ken, e saviz euz a-douez ar raoz, gleb-dour-teil, hag, hep gouzout kals, me gred, petra rean, ez iz da velet e peleac’h oa bet an tan.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.30
Hag en gwirione, re alies, pa ne [veze] ket o mamm er gêr, e weled anezho o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an aod, gleb-dour-teil, pe o ruzañ o botoù, leun a frigas hag a fank war an heñchoù.
Hag en gwirione, re alïes, pa ne vije ket o mamm er gêr, e weled anê o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an ôd, gleb-dour-teil, pe o ruza o boutou, leun a frigas hag a fank war an henchou.