Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor") Furm eus ar verb endevout er c'hentañ gour en amzer-dremenet ledan. I. (er c'hentañ gour unan) 1. (Impl. goude ar rannig-verb "a" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "am") [1732] Me am boa. [1732] Bezañ am [sic] boa. [1732] ar prez, an hast, ar c'hoant hastif, am boa da hoz kwelet. [1732] Prenet eo genin kement am boa da brenañ. [1850] Bezv am boa c'hoant da gaout. [1850] Mall am boa d'ho kwelout. [1985] Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz. 2. (Impl. goude ar rannig-verb "e" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "em") [1732] Dezo em [sic] boa bet da vonet da Vrest. [1732] c'hoant em [sic] boa da vonet da Gemper. [1850] Herr bras em [sic] boa d'ho kwelout. [1985] Em dielloù e kavan em boa he faeet 25 + 10 lur. II. (er c'hentañ gour lies) [1732] Ni hon boa. [1732] Ni hon boa bet. [1850] Ur froud herrus hor boa da dreuziñ. [1929] Bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen. [1960] Dit-te, gagn vrein, hor boa hiraezh, / Met deut a-benn omp da'z tiraez. [1985] C'hoant hor boa koulskoude da vezañ en em gavet a-barzh na vije re noz. [2015] Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hoant em [sic] boa da vonet da Gemper

1732
Daveenn : GReg pg (j'avois) dessein (d'aller à Quimper)

me am boa ; te a poa ; eñ en devoa

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'avois ; tu avois ; il avoit)

bezañ am [sic] boa ; bezañ ez poa ; bezañ en devoa

1732
Daveenn : GReg pg avoir (elle avoit)

ni hon boa ; c'hwi ho poa ; i o devoa

1732
Daveenn : GReg pg avoir (nous avions, vous aviez, ils avoient)

Dezo em [sic] boa bet da vonet da Vrest.

1732
Daveenn : GReg pg former (J'avois formé le dessein d'aller à Brest.)

ar prez, an hast, ar c'hoant hastif, am boa da hoz kwelet

1732
Daveenn : GReg pg (l') empressement (que j'avois de vous voir)

prenet am [sic] eus, prenet eo genin, kement am boa da brenañ

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai fait mon) emplette

ni hon boa bet ; c'hwi ho poa bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (nous avions eu)

mall am boa d'ho kwelout

1850
Daveenn : GON.II pg mall

herr bras em [sic] boa d'ho kwelout

1850
Daveenn : GON.II pg err, herr

ur froud herrus hor boa da dreuziñ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg herruz

Bezv am boa c'hoant da gaout.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg bézô (Je voulais une réponse favorable).

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Daveenn : SVBV p6

An aotrou Vallée ha me hor boa c'hoant-kenañ da zeskiñ un tamm kembraeg bennak, ar yezh an heñvelañ ouzh hor brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Dit-te, gagn vrein, hor boa hiraezh, / Met deut a-benn omp da'z tiraez.

1960
Daveenn : PETO p72

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

1985
Daveenn : DGBD p5

En deiz-se em boa koulskoude skeudennet ur vodenn bananez a greske el liorzh, met ne chom ganin eñvor ebet eus an deiz-se en tu-hont da se.

1985
Daveenn : DGBD p118

C'hoant hor boa koulskoude da vezañ en em gavet a-barzh na vije re noz, rak leviat war seurt hentoù ouzh sklerijenn ar gouloù n'eo ket ebat, pa 'z eo gwall denn end-eeun ouzh sklerijenn an deiz.

1985
Daveenn : DGBD p82

Em dielloù e kavan em boa he faeet 25 + 10 lur.

1985
Daveenn : DGBD p116

"Me grede din hor boa divizet na gomz eus se ken"

2012
Daveenn : DJHMH p33

Komzet hor boa a-hed hag a-dreuz.

2015
Daveenn : EHPEA p180

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial