Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

[«]Ha pa ez vezo lakeat mat evezh ouzh an traezoù-mañ, goulenn ha desk piv eo an puisantañ entre an holl re na pe gant [piv] az int great.[»]

1576
Daveenn : Cath p7

Hag ez teuas d'en em varvailhe en bras war an gened anezhi, maz c'holennas piv oa, hag ez voe respontet dezhañ gant unan a'n gwerc'hezed, homañ eo Katell peheni a gustumes en amzer dremenet da aznavout[.]

1576
Daveenn : Cath p26

Reiñ a reas Ruth da anaout dezhi e ti [p]iv e oa bet o vidiñ, hag e lavaras penaos ar gwaz-se a oa hanvet Booz.

1850
Daveenn : GON.II p.102, Buez Ruth.

Gouzout a reont ervat, kerkoulz bras ha bihan, / Evit petra int graet, piv zo o c'hourc'hemenn.

1867
Daveenn : MGK p122

— Ai !... ai !... ai !... Galvit ho ki ! Me a lavaro deoc’h piv on. Ai !... ai !... ai !...

1877
Daveenn : EKG.I. p.140

Kaer en deus bet an aotrou person goulenn digant ar paotr piv a oa al laer pe al laeron, hanv ebet na dennas dioutañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Ar pennadoù-se, sinet gant un anv dianav d'an holl, a zidennas warnon evezh ar skrivagnerien vrudet a neuze, a c'houlennas ouzh Korfeg piv oa ar skoliad yaouank-se a grede reiñ alioù d'ar Vretoned war bez o doa d'ober.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

Evit kavout berroc’h an amzer, etre labourioù skrivañ er studi-noter, hag ar weladennoù d’am [arvalien] e marc’had Kallag, e vezen laosket gant ma c’herent da bediñ piv bennak a garen da zont da Garnoet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

Ma armel-levrioù a greske bemdez gant prenadennoù graet e Breizh-Veur, ha ma mestroù a'm leze da ober evel ma karen, da skrivañ da nep piv bennak a vennen, hep kontrollañ ma lizheroù.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Ar baraer, avat, en doa taolet kont diouzhtu piv a oa kablus ha piv ne oa ket.

1944
Daveenn : ATST p.89

Aes eo deoc'h divinout piv 'oa ar skolaer.

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial