Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm kemmet eus furm "bo" ar verb bezañ en eil gour an amzer-da-zont ; Lodenn eus ar verb endevout en amzer-da-zont en eil gour. I. (en eil gour unan) 1. (Impl. goude ar rannig-verb "a" kemmesket gant merk an eil gour unan "z", "c'h" pe "f"). 2. (Impl. goude ar rannig-verb "e" kemmesket gant merk an eil gour unan "z", "c'h" pe "f"). II. (en eil gour lies, impl. war-lerc'h ar merk gour "ho".

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

me am bezo ; te ez [sic] pezo ; te az pezo ; eñ en devezo

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurai ; tu auras ; il aura)

Ur skoed hoc’h eus ezhomm c’hoazh, hag ho pezo a-walc’h

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il vous faut un écu encore, et vous aurez assez ».

A behini eus ar pesked ho pezo-hu ? eus ar silienn.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Duquel des poissons aurez-vous ? De l'anguille).

Peurc’hraet ez pezo-te abred ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, « Auras-tu fini de bonne heure ? »

P'ho pezo graet an dra-se, ez eot da leinañ.

1850
Daveenn : GON.II p.71, "Quand vous aurez fait cela, vous irez dîner".

Evit m'az pezo ur mab da zic'hlac'hariñ da galon, ha da vagañ da gozhni ; rak ganet eo gant da verc'h-kaer, pehini az kar ; ha kalz eo gwelloc'h dit, eget m'az pe seizh mab.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.107, Buez Ruth.

P'ho pezo debret honnezh, ho pezo un all.

1850
Daveenn : GON.II p.75

Pe ma ne roe netra, ur ger mat eus hor bro ? / — « N'em em zaleit, paourkaezh, ur wech all ho pezo ! » / Nann ! nann ! ne voa Breizhad, hennezh ne voa kristen, / Ar c'hentañ gavas diaes, skoaz-oc'h-skoaz gant peorien / Bale dindan an neñv, oc'h an heol benniget.

1867
Daveenn : MGK p118-119

Del unan ! zo gwelloc'h eget daou az pezo : / Ar c'hentañ a zo dit ; an eil, peur e vezo ?

1867
Daveenn : MGK p41

« Va breudeur, emezañ, list ac'hanon ganoc'h / Ha na lavarit ket da zen ; / Me ziskouezo doc'h ur braden / Zo enni peuriñ a'r gwellañ ; / Ned eus he far war-dro amañ, / N'ho pezo ket a geuz. »

1867
Daveenn : MGK p42-43

Roit un dra d'ar re fall, goude keuz ho pezo.

1867
Daveenn : MGK p108

« Eno, ouc'hpenn pinvidigezh, / Ez pezo traoù, traoù mat bemdez ; / Deus 'ta ganen hag e weli / Pe gemm zo etre hon daou di. »

1867
Daveenn : MGK p127

Poan ho pezo, va mab, Doue ho paeo, hag ho tad a vezo fouge ennañ o kaout ur mab ker kalonek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.22

« Deuit ! Deuit ! Deuit holl ! n’ho pezo ket a geuz. »

1877
Daveenn : EKG.I. p.176

A-benn arc’hoazh n’ho pezo ken en ho penn ho teir rouanez, ho kwerc’hezed sakr, teir merc’h da Vatidonnos.

1923
Daveenn : SKET p.104

— Evite, nerzh kalon ho pezo, Izabel, evit ho pugaligoù, a lavare dezhi an aotrou person. Paourkaezh bugaligoù !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812-813 (Miz Genver 1924)

— Ha kant skoed ho po ivez, mamm Izabel. Ar pezh a vano a vo implijet goude, hervez youl ha skrid ar c’habiten.

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

— « C’hoazh ’po, c’hoazh ’po ! » a lavare dezhañ Job. Neuze, pe flastret gant ar pouez a oa war e gof, pe ur c’hwil o kouezhañ eus ar wezenn gozh en e c’henou digor, Lom a greñchas ["grañchas"] e-kreiz figur Job gant ar paz a oa deuet dezhañ. — « Me ’stanko deoc’h ho kenou, Lom gouez. »

1944
Daveenn : ATST p.21

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial