Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he", pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") I. Furm voas eus ar verb endevout en trede gour en amzer-vremañ. A. (en trede gour unan) 1. (war-lerc'h "en") [1980] Fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare. [1985] Hounnezh a oa unan eus ar c'hoantadennoù en devez pep den pa vez en ul lec'h plijus, met seveniñ e c'hoant ne vez ket aes bepred. [2015] Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken. 2. (war-lerc'h "he") B. (en trede gour lies, war-lerc'h "o") [1622] Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. [1622] Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon, reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. [1867] Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h. [1985] An droc'herien goad a ra ivez kement-se evit bevenniñ ar rann o devez bet aotre da labourat enni, koulz hag evit klask ar gwez a vo da ziskar. [1985] Taget e c'helled bezañ ivez gant ar c'helien ruz hag o devez ar vrud da reiñ deoc'h ar preñved neudennek (Filaria), kelien a zo hegasus-tre ivez. [2015] Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr. II. A-WECHOÙ Furm eus ar verb endevout en trede gour en doare disklêriañ en amzer-vremañ. [1732] An ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket. [1850] Ar gwin eo en dez e valbeet. [1850] Ma bac'het o dez. [1985] Ur pikol lennad dour mor eo pleg-mor ar Gabon, dezhi ouzhpenn ugent lev hed, betek troad ar Menezioù Strink ; hag e lec'hioù a zo he devez betek pemp lev ledander. HS. deus III. Furm eus ar verb endevout en trede gour en doare-divizout a-vremañ. 1. (war-lerc'h "en") [1622] And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ? [1732] Eñ en devez bet. [1732] Pegement bennak ma en defe bet ; ma en devez bet. 2. (war-lerc'h "he") 3. (war-lerc'h "o") [1732] I o devez bet. HS. defe

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

5. And eus ur c'hristen ken digar, / N'en deve na keuz na glac'har, / O welet kement aflijet / Ar vamm d'hor Salver binniget ?

1622
Daveenn : Do. p66

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

ni hon bez bet ; c'hwi ho pez bet ; i o defe bet ; i o devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (nous aurions eu)

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Daveenn : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

pegement bennak ma en defe bet ; ma en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (encore que j'ai eu ; que tu aie eu)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

Ma bac'het o deus.

1850
Daveenn : GON.II pg bac'hein (Ils m'ont déconcerté).

Ar gwin eo en deus e valbet.

1850
Daveenn : GON.II pg balbein (C'est le vin qui l'a altéré).

Oc'h [ouzh] mil den a zimez, da vihanañ nav c'hant / Ne gemeront na skouer nag ali e nep lec'h, / Ha da noz o eured o devez keuz war-lerc'h.

1867
Daveenn : MGK p74

An darempredoù ouzh an dud estren o deus kreñvaet er vroidi, dreist-holl er verdeidi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzhat diwar ar c’hentañ sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto.

1923
Daveenn : SKET p.102

P’en devez mab-den anaoudegezh en daou hent : reizh ha direizh, dezhañ eo kerzhout anezhañ e-unan, dizaon ha kadarn, en hent reizh, ha n’eo ket d’an doueed e voutañ dre e gein.

1923
Daveenn : SKET p.112

Hervez ar C’hresianed, ar c’hentañ eus an holl Gelted e oa ur ramz, e anv Keltos ; hag evel-se eo e vez disklêriet ganto al lañs hag an trec’h o devez warno ar Gelted er vent hag en nerzh-korf.

1923
Daveenn : SKET p.32

Hag en hent ar pevar belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed p’o deve evet ur werennad [v]at a jigodenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Setu an hañv : ar vugale d’ar c’houlz-bloaz n’o devez ket amzer da vezañ klañv.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Meur a zigarez 'vo diskoachet ivez da zisplegañ dam betra 'oa deuet ken nebeut a dud ha ken nebeut a startijenn enne : fiziañs hon eus en ijin dreist Yann Emsaver, a vez bepred prest da bentañ lern evit mirout ar blijadur en devez oc'h adkavout e c'hetto bihan a vare da vare.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Hounnezh a oa unan eus ar c'hoantadennoù en devez pep den pa vez en ul lec'h plijus, met seveniñ e c'hoant ne vez ket aes bepred.

1985
Daveenn : DGBD p110

Ur pikol lennad dour mor eo pleg-mor ar Gabon, dezhi ouzhpenn ugent lev hed, betek troad ar Menezioù Strink ; hag e lec'hioù a zo he devez betek pemp lev ledander.

1985
Daveenn : DGBD p47

An droc'herien goad a ra ivez kement-se evit bevenniñ ar rann o devez bet aotre da labourat enni, koulz hag evit klask ar gwez a vo da ziskar.

1985
Daveenn : DGBD p40

Taget e c'helled bezañ ivez gant ar c'helien ruz hag o devez ar vrud da reiñ deoc'h ar preñved neudennek (Filaria), kelien a zo hegasus-tre ivez.

1985
Daveenn : DGBD p91

Aon en dez an nen rak an titouroù o "fuiñ" hag a c'hallfe diskar an obererezh, aon rak unan bennak en defe gallet en em silañ en aozadur, peotramant c'hoazh aon rak feulster ar boliserien traken.

2015
Daveenn : DISENT p154

Aon o dez ar galloudoù direizh rak ar c'heloioù digabestr : e 1941 e oa bet diskuliet gant un eskob ar programm lazhañ an dud klañv o spered gant Hitler. A-walc'h a oa bet gant ar sarmon kalonek-se evit ma vefe spontet ar galloud nazi hag evit ma paouezfe gant e raktres.

2015
Daveenn : DISENT p48

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial