Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan gourel "en" ha benel "he" pe war-lerc'h ar merk gour lies "o") Furm eus ar verb endevout e trede gour en doare-divizout a-vremañ. I. (en trede gour unan) 1. (war-lerc'h "en") [1732] R'en defe. [1732] Eñ en defe bet. [1732] Pegement bennak ma en defe bet. [1931] Ker buan all en defe goulennet. [2015] Ma Doue !" a lavaras Utterson en e bart. "Ha soñjet en defe, eñ ivez, en testamant ? 2. (war-lerc'h "he") [1732] Hi he defe bet. [1732] Ma he defe bet. [1850] Blejañ a ra ar vuoc'h evel pa he defe kollet he leue. II. (en trede gour lies) [1732] I o defe bet. [2015] [Bez' ez eus da] Aozañ ar skoazell war dachenn ar justis evit ar stourmerien o defe ezhomm. HS. devez

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

ra'm bez ; r'e pez ; r'en defe

1732
Daveenn : GReg pg avoir (plût a Dieu que jusse ; que tu ûsse, qu'il ût)

ma he defe bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (qu'elle ait eu)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

ni hon bez bet ; c'hwi ho pez bet ; i o defe bet ; i o devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (nous aurions eu)

pegement bennak ma en defe bet ; ma en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (encore que j'ai eu ; que tu aie eu)

hi he defe bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (elle auroit eu)

Blejañ a ra ar vuoc'h evel pa he defe kollet he leue.

1850
Daveenn : GON.II pg bléja (La vache beugle comme si elle avait perdu son veau).

Lavarout a c'hellan penaos, mar en defe pep hini e dra, e vefen pinvidik.

1850
Daveenn : GON.II p.68, "Je puis dire que, si chacun avait le sien, je serais riche".

— Kivoron, ar c’habiten Jaouen a zo bet a-zindan meur a daol-amzer ; meur a wech en deus gwelet ar mor-bras dirollet evit her lonkañ. Ha klevet ec’h eus en defe biskoazh bet aon ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.214

En tu pe du, me gred, e kavin frankiz da astenn ur guchenn golo da gousket, rak ne c’hellan ket krediñ o defe ar republikaned diskaret kement ti a yoa e Sant-A[l]bin, hag ouc’hpenn, an disterañ kraou a vezo mat evidon-me.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

ker buan all en defe goulennet

1931
Daveenn : VALL pg autant

"Ma Doue !" a lavaras Utterson en e bart. "Ha soñjet en defe, eñ ivez, en testamant ?"

2012
Daveenn : DJHMH p26

[Bez' ez eus] Aozañ ar skoazell war dachenn ar justis evit ar stourmerien o defe ezhomm, da lâret eo dibab ur breutaer, sevel ur strategiezh difenn politikel ha gwirel, kavout testoù brudet a deuy da sikour ho stourm el lez-varn, ha dastum arc'hant evit bezañ gouest da baeañ ar frejoù justis hag an telloù-kastiz m'az eus ezhomm.

2015
Daveenn : DISENT p176

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial