22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha maz oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.
22. pan distroas an impalarz ez gueure he presentaff dirazaff: ha pan he guelas quen cazre ha quen resplendissant ha maz oa hy peheny a estime a vihe castizet ha tourmantet dre an iunou hac an abstination a crede he deffoy great: ez deuz da estimi ez oa bezet repuet ha maguet gant vn re en prison,
1576
Daveenn :
Cath
p18
Da c'houzout penaos ez voe puniset an tirant Maksentius evit ar c'hrim-mañ peheni a gometas, hag ar c'hrimoù arall pere a eure ez eo laquaet deomp en istoar a invañsion ar groaez.
da gouzout penaux ez voe punisset an tirant maxentius euit an crim man peheny a comettas, hac an crimou arall pe re a gueure ez eo laqueat deomp en histoar a inuention an croaix :
1576
Daveenn :
Cath
p25
diskaret he deveus an edifis a goñvetiz charnel dre an virginite a observas hag a viras hag ivez pep koñvetiz monden rak disprizañ a eure pep tra monden.
discaret he deues an edeficc à conuetis charnel dre an virginité à obseruas hac à miras hac yuez pep conuetis mondain rac disprisa a guere pep tra mondain.
1576
Daveenn :
Cath
p3
Aznaout a eure penaos...
Aznaout e eure penaus &c.
1732
Daveenn :
GReg
pg appercevoir (Il s'aperçût que, &c.)
Notennoù studi
Azalek fin ar XVIIvet e teuas ar stumm "geure" da vezañ distroadeet e brezhoneg gant "reas" a oa bet savet diwar skouer stumm an amzer dremenet strizh evit "mont", "eas".
Etimologiezh
"Geure" a zo da vezañ tostaet ouzh ar stummoù "goryw, goreu, guoreu" e kembraeg-krenn evit trede gour unan an amzer-dremenet strizh ar verb "bod" (bout).