Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).
Er feur-ze ivez e vezo bet Atir ha Mâtir eur melezour d’eomp d’e lakaat dirag sellou o gourvibien, ar re, o trei kein d’an evaduriou a oa diwarno hon tadou yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laez), n’hellont ken hizio kavout awalc’h ar mez hag ar bïer, hag a werz kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren eul lestrad hepken eus an evach-se, ruz ha dinerzus, a vez farlotet gant dourn ganas Kreisteiziz (2).