Bodoù pe wez, o anv genad Rhododendron, niverus-kenañ ar spesadoù hag an hironed anezho, a gresk en douaroù trenk hag a c'hounezer alies el liorzhoù evit o bleuñvadeg fonnus.
Brug-roz kastell Trevarez.
&
Brug-roz gouez : gwez bihan, o anv spesad Rhododendron ponticum, mouk sklaer ar bleuñv anezho, a gresk stank war vevenn koadoù zo eus Breizh m'int bet gounezet pell zo gant an noblañs.
HS. rododendron.