1. Plant gouez kontammus, o anv spesad Digitalis purpurea, a zigor ouzh o garenn hir bleuñv limestra niverus stumm beskennoù dezho.
Ur c'hleuz goloet gant brulu. Ar brulu zo ampoezon evit an dud.
&
Strakal brulu : lakaat bleunioù brulu da drouzal.
&
Trl. skeud.
Kas (ub.) da sutal brulu (war Venez-Are), da strakal brulu : kas ub. diwar-dro.
Kaset em eus anezhañ da sutal brulu.
2. Estl.
Ya da, brulu ! : netra !
Daveenn :
GReg
pg gant (Gans Nötre-Dame, ancolie, ou digitale, fleur rouge marquetée de blanc, &c.)
burluenn
burluënn
1732
Daveenn :
GReg
pg gant (Gans Nötre-Dame, ancolie, ou digitale, fleur rouge marquetée de blanc, &c.)
Goloet eo ar park-mañ gant ar brulu.
Gôlôed eo ar park-mañ gañd ar brulu.
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (Ce champ est couvert de digitales).
brulu
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (Digitale ou gant-notre-dame, plante dont les fleurs ont la forme d'un doigt de gant ou d'un dé à coudre).
bruluenn
bruluen
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (Un seul pied de digitale).
bruluennoù
bruluennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (pied de digital Pl.)
burlu
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (Digitale ou gant-notre-dame, plante dont les fleurs ont la forme d'un doigt de gant ou d'un dé à coudre), pg burlu (Voyez "brulu").
burluenn
burluen
1850
Daveenn :
GON.II
pg brulu (Un seul pied de digitale).
Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, heñvel ouzh ur dervenn yaouank, ha kreñv, postek, skañv da redek evel an "uros" (1).
Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, henvel ouz eur dervenn yaouank, ha krenv, postek, skanv da redek evel an uros (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.42-43
He divoc’h a zeue ruz evel bleuñv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hañv, skedet-diskedet a beb eil gant nerzh ar prederennoù ha niver an eñvorennoù, a bare war ar gwaz o tenesaat.
He divoc’h a zeue ruz evel bleunv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hanv, skedet-diskedet a beb eil gant nerz ar prederennou ha niver an envorennou, a bare war ar gwaz o tenesaat.