Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar GOTTFREUNDED a savas ti e Keforc'h ; ar HROTBERTHED en Hilwern, war ribl ar Stêr-Aon, hag ar WINNMANNED e Kergrec'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

En em veskañ a rejont gant argoadiz, hag a-benn kant vloaz, e oant breizhekaet, nann hepken dre briadelezh ha dre wad, met ivez dre o anvioù, a zeuas da vezañ 'n ur dremen dre c'henoù kouerien Vreizh-Izel : JOFRENO ha goude-se JAFRENOÙ, ROPERZH ha goude-se ROPARZH ; GWINEMANN ha goude-se GWINEMANT.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Rumm ar Jaffrennaoued a veve e tri blas eus kêr Geforc'h : Porzh-Jourdren, Porzh-Kleran hag an Draoñienn.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

Bez' am eus em faperoù kozh ur c'hontrad prenañ graet gant Yann Jafrenoù e studi Mestr Mourdret, noter e Skrignag e 1685, ur c'hontrad lodenniñ graet e 1709 gant Pêr Jafrenoù ha Soaz an Danteg, e bried, etre e bevar bugel.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Pa strakas ar Reveulzi Vras, gouenn ar Jafrenaoued hag ar Winamanted, abalamour d'he stad a berc'henn douar a yeas a-du gant an noblañs hag ar veleien.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial