Dezverkoù all

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag an dud bodet, en-dro da di ar Bertou, e-pad ar gont-se, d’ar gêr hep banne ebet.

1878
Daveenn : EKG.II p.318

Kentañ tra 'voe graet, a voe tennañ ur poltred ; bez' em eus miret ul luc'hskeudenn, — dislivet siwazh gant an amzer, — eus ar baotredigoù-se bodet en-dro d'o mestr karet an aotrou Vallée, ha banniel gwenn erminiget Breizh o 'stribilhañ a-us d'o fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

Setu ni 'ta bodet e Gwengamp, pirc'hirined an arondisamant, ha berniet e-barzh un tren hir-hir, dre barrozioù, gant hor beleien en hor penn.

1944
Daveenn : EURW.1 p76

[...] ha kanerien Ti Kaniri Breizh bodet en-dro da Erwan Berthou, ha studierien breton Roazhon, bodet en-dro din, ha ma diskibl yaouankañ sant-briegat Jul Haag…

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

He [ur bolotenn] zapout gant an daouarn, he adstlepel d'unan all, an holl bodet en ur c'helc'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Er-maez, koulskoude, kantadoù ar beufideg [sic « a veufideg »], ar pennglaouiged [sic « a bennglaouiged »], ar mouilc’hi-argant [sic « a vouilc’hi-argant »] hag ar filiped [sic « a filiped »] bliv, bodet holl el liorzh, al lec’h nemetañ gant gwez, a-hed levioù ha levioù tro-dro, a oa d’o heul kaniri ha cholori, ur vouzarenn dudius.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Un deiz bennak, goude ar gouzoumenn en ur barrez vihan e c’hoantaas komz gant ar vugale hag o c’herent bodet er vered, hag o vezañ ma choment pell dioutañ dre zoujañs, setu ma voent pedet gant ar Vikel vras da dostaat : « Ya, ya, eme an Aotrou Fallières, staotit ’ta, mar plij, staotit un tammig ! »

1954
Daveenn : VAZA p.60-61

Na Tachoires Gonzague, nag e genseurted, hini ebet n’en devoa klevet anv eus ar seurt traoù, ha digoriñ a raent o genou o welout bodet, lod war an tilher a-raok, lod all war an dunetez a-dreñv, Fallières, ar Ministr hag an ofiserien, hag i o sellout pizh ouzh un tamm beg-douar ne spurmanted warnañ netra a dalvoudegezh, nemet ur c’hozh kastell a-us d’ur porzhig dister.

1954
Daveenn : VAZA p.154-155

Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.

1954
Daveenn : VAZA p.163

Ofis publik ar brezhoneg