Dezverkoù all

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Anv-gwan verb "kutuilh". [1954] Den e Breizh ne oar kerkoulz-all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro. [1954] Krak-ha-berr ’vat e voe graet ar stal ganimp-hon-daou, rak dija an dri warn-ugent a viz Ebrel e kinnigas din ur pikol torkad bleunioù brug ha balan kutuilhet ganti war ar maez [...].

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

kutuilhet restadoù rezin

1732
Daveenn : GReg pg grapiller (chercher des grapes de raisins aprés les vendangeurs, pp.)

Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Hag e tistroent d’ar gêr, gante leizh o godelloù, leizh o c’hrubuilh a frouezh gante kuntuilhet, ha, war o divskoaz, pep a guchennad beüt ha pep a c'horzennig gwial, aozilh, kelvez, haleg pe wern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.115

Den e Breizh ne oar kerkoulz[-]all pegen blazet-mat eo ur vananezenn veür pe un aval-anana dare kutuilhet e parkeier Martinika, gant n’ho pefe ket re aon rak an naered tric’hognek pe lunedek, rak daou anv o deus an amprevaned-se, gwalenn ar vro.

1954
Daveenn : VAZA p.92

Ofis publik ar brezhoneg