Ar c’habiten a c’haloupe gant e varc’h dre-greiz ar bobl ; ar soudarded a dennas o c’hlezeier ; ar gwad a oa o vont da ruilhañ war bavez Lesneven, pa grias adarre Dider Dindaon gant e vouezh a gloc’her, kreñv ha nerzhus : — Deomp kuit, va bugale, deomp d’ar gêr, ha lezomp an diodien-mañ da ober o diotachoù er c’hiz ma kirint.
— « Job, » eme Lom, « n’on ket evit padout ken ; poultrenn ha loustoni a zo aet em gourlañchenn ; deomp da bardon Landremel, evel ar re all. »
Kement-se holl a gase kuit an nec'hamant mes pa oa tremenet ar porrastell ha ni deut e-barzh porzh ar golaj, a oa leun a weturioù evel hon hini, a vammoù gant bep seurt koefoù, a baotred a bep seurt mentoù, neuze un hirvoud a savas d'am fenn, ha me da lavarout d'am mamm : — « Me ne chomin ket amañ... Deomp d'ar gêr war hor c'hiz ».
« A ! bah ! ["ba !"] lavarit din ar wirionez ; aon hoc’h eus da vont da Garreg-al-Louarn abalamour m’eo deuet di, en noz diwezhañ, ar marichal daonet da welout ac’hanomp. Mes kredit ac’hanon, ne deuio ket div wech da glask lakaat e fri en hon aferioù-ni. Alo ! deomp ! »