Dezverkoù all

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ensavadur barzhed ha drouized kembreat pe vreizhat. 2. Dre ast. Lidoù ar barzhed ha drouized.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

An Awenizien a c'hall dont en diabarzh ar c'hromlec'h e-pad ar Gorsedd digor, a-hed ar vevenn.

1909
Daveenn : REZI p. 6

An Arc'hdrouiz, anvet gant Gorsedd Beirdd Ynis Prydain (mammenn an holl C'horseddoù) a zo rener evit gwir war holl C'horseddoù ar bed hag an holl Drouized-Veur a dle sentidigezh dezhañ war bezh a sell ouzh ar Barzhaz, evit ma vezo dalc'het an holl C'horseddoù war hent ar glad varzhek da virviken.

1909
Daveenn : REZI p. 7

An nav garg-se eo Poellgor ar Gorsedd, pe Kuzul-meur ar Gorsedd.

1909
Daveenn : REZI p. 9

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Daveenn : REZI p. 10

Da-heul barn Gorsedd Beirrdd Ynys Prydain, en Llangollen, 1908, ha goude Gorsedd kuzh Keumbri ha Barzhed Breiz, unanet en Brest, 1908, dindan renadur an Archderwydd kannad Cadfan, kement-mañ a zo bet emglevet etre an daou C'horsedd

1909
Daveenn : REZI p.20

Al Lidoù barzhek a vez graet er-maez. Ober a reont Gorsedd (Gour-Azez) eus ar gouel-se. Penn-da-benn e rank bezañ graet e yezh ar vro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.114

51. KENDALC’H DISPAR AN ALRE : GORSEDD KARNAG

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

Bet [e]m boa lennet diwar-benn ar gorsedd un dra bennak skrivet gant Kermarker, pa oa bet e Bro-Gembre e 1838.

1944
Daveenn : EURW.1 p.114

Gorsedd Breizh-Veur hor boa c'hoant da gemerout skouer warnañ, da sevel unan bihan en hor bro, a vije galvet ennañ an dibab eus ar vrogarourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Evit diazezañ ur « gorsedd », en em glevjomp da ‘n em ga[v]out a-gevret e Gwengamp, e-pad kendalc’h Kevredigezh Broadel Breiz, d’ar 1añ a Wengolo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.155

[...] Yann ar Fusteg, drouiz-meur hor gorsedd nevez-c'hanet ; Abalor ha me.

1944
Daveenn : EURW.1 p.176

Etimologiezh

ger kembraek

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial