1. [1923, 1931, 2015] Dibenn anv-kadarn a dalvez da envel savadurioù pe salioù ma voder traoù resis zo evit o mirout, o gwareziñ pe o c'hinnig.
[1923] En ur skrid eus levraoueg Asourbanipal, roue Asiriz (668-630) e komzer eus « "Tir ar Staen" (Ku-Ki) ha "Kaptara" ("Kaphtor" pe enez-Kret), broioù en tu-hont d’ar mor Uhelañ (Kreizdouarek)
[1931] Armaoueg. [1931] Kartennaoueg douaroniezh.
[2015] Goude e roan pemp skouerenn d'ar gougemenner evit an eiladiñ hag e viran unan evit ma diellaoueg e Bro-Alamagn, evit parraat ouzh pep degouezh.
Ur vediaoueg.
DHS. -lec'h, -ti, -va
2. [2015] Dibenn anv-kadarn a dalvez da envel ostilhoù savet diwar strobañ traoù heñvel evit un implij resis bennak.
[2015] Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud - evel an delwennoù - en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
[2015] Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.
Ur fichennaoueg.
DHS. -ad, -eg
EVEZH. : benel eo al lostger-aoueg ha benel e teu da vezañ eta an holl c'herioù enno al lostger-mañ.
En ur skrid eus levraoueg Asourbanipal, roue Asiriz (668-630) e komzer eus « "Tir ar Staen" (Ku-Ki) ha "Kaptara" ("Kaphtor" pe enez-Kret), broioù en tu-hont d’ar mor Uhelañ (Kreizdouarek) » "Rev. arch.", 1922, I, p. 165.
En eur skrid eus levraoueg Assourbanipal, roue Assiriz (668-630) e komzer eus « "Tir ar Staen" (Ku-Ki) ha "Kaptara" ("Kaphtor" pe enez-Kret), broiou en tu-hont d’ar mor Uhela (Kreizdouarek) » "Rev. arch.", 1922, I, p. 165.
1923
Daveenn :
SKET
p.146 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
armaoueg
1931
Daveenn :
VALL
pg arsenal
kartennaoueg douaroniezh
kartennaoueg-douaroniez
1931
Daveenn :
VALL
pg atlas
Treiñ a ran-me ar video ma-unan, ouzhpennañ a ran al leadelloù hag an argevell hag ober a ran ar saeriñ diwezhañ ma-unan. Goude e roan pemp skouerenn d'ar gougemenner evit an eiladiñ hag e viran unan evit ma diellaoueg e Bro-Alamagn, evit parraat ouzh pep degouezh.
2015
Daveenn :
EHPEA
p189
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
2015
Daveenn :
DISENT
p57
Kenkent ha ma azez dirak un douchennaoueg hag ur skramm, ne skuizh ket en he flijadur.