Jarlig ar Pinter, Fañch Mourzig, Jojo ar Spagnol hag e genderv Olier ar Paotr-ruz, Lellig an Touz, Pierrig-Mari Gola, Fañch ar Skouarnek, Lellig ar Monkuz ha kalz a re all a oa eno en o sav, an aotrou person en e gador azezet eus an daol, ul levr hag un delienn baper dirakañ, ur bluenn en e zorn.
Da bemp bloaz mont a raen bemdeiz-Doue da di leanezed Priel, ha gwell [sic, "gwall"] abred e huche warnon Koko, peroked Fulup, ur c'hozh vartolod evel Biz Kamm, o chom e tu all an hent : « Alo 'ta, Jarlig, poent eo mont d'ar skol ! »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
jarligad